Aller au contenu

Paroles de

An durzhunell

D’après l’auteur du recueil " Sonioù Feiz ha Breiz ", "cet air était chanté autrefois dans tous les pardons, les foires et les marchés de Basse- Bretagne : l’air est facile à…

Appréciation Pas encore de vote
Difficulté Pas encore de vote
Proposer un chant

1 – Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c’hoajoù
‘Vit sourpren an durzhunell
Kousket war ar brankoù
Skoaziet am eus va fuzuilh
Met tennet em eus fall
Tec’het eo an durzhunell
Ha nijet er c’hoad all

2 – Diouzh an noz ha d’ar mintin
‘Klevan al laboused
O kanañ, o fredoniñ,
Da veg ar gwez pignet
Ha n’eus nikun anezho
A bikfe va c’halon
Evel mouezh an durzhunell
O ouelañ d’he mignon

3 – Hirvoudiñ ‘ra noz ha deizh
Gant ar boan, an anken,
‘Vel ur paour kaezh intañvez
Kollet ganti he den
Heklev he mouezh klemmus
A red dre ar c’hoajoù
A zo meurbet poanius
D’an holl labousedoù

4 – – « Petra, turzhunell yaouank,
A dourmant da galon ?
– Kollet em eus, emezi,
Va fidelañ mignon
Ma na deu ar chaseour
D’ober din-me mervel
Me ‘varvo gant ar glac’har
D’am mignon koant fidel

5 – N’eus na louzoù, na souten,
Na frealzidigezh
Gouest da bareañ souden
Gouli va c’harantez
Trec’het on gant ar glac’har
Mont a ran da vervel
Met ne varvin ket kountant
Ma ne varvan fidel »

6 – Gwelet em eus o vervel
An durzhunell yaouank
Disec’het pizh he c’halon
Gant ar boan, an tourmant
‘N he huanad diwezhañ
He deus c’hoazh lavaret :
« Kenavo, mignon fidel »
Raktal eo tremenet

7 – Melezour sklaer ha gwirion
Eus ar wir garantez
Ha ne gaver e kalon
Ar yaouankiz direizh
– Nann, nann, ne varvin laouen
Ma ne varvan fidel
Ha biken ne zizoñjin
Marv an durzhunell

Ce clic contacte YouTube : l'adresse IP peut être transmise à Google et l'autorisation est mémorisée six mois. Gérer mes cookies

Retrouvez ce chant dans :

La newsletter du terroir !

Plongez au cœur de la tradition du chant français

Abonnez-vous et découvrez :