11 – E dad a oa er prenestr
A ziroll da ouelañ
12 – Tri mab am-eus me ganet
Hag o-zri ez int beuzet
13 – E bered sakr an Dreinded
O-zri e vint beziet
1 – P’edon war bont an Naoned, di ge don lan li ra
P’edon war bont an Naoned, di ge don lan la
2 – An deiz all o kanañ di ge don lan li ra
An deiz all o kanañ di ge don lan la
3 – Me gwelet ur plac’h yaouank
‘Hed ar stêr o ouelañ
4 – Ha me goulenn diganti
Na perak e ouele
5 – Va gwalenn aour, emezi,
Er mor a zo kouezhet
6 – Petra ‘rofet-hu din-me
Me ‘yelo d’he zapañ
7 – Hanter-kant skoed, emezi,
‘Roin deoc’h a galon vat
8 – ‘Vit ar gentañ ploñjadenn
Netra n’en deus gwelet
9 – ‘Vit an eil ploñjadenn
Ar walenn zo touchet
10 – ‘Vit an drede ploñjadenn
Ar paotr a zo beuzet













