An hini gozh eo va dous,
An hini gozh eo sur!
Ha koulskoude war a welan,
An hini yaouank ar vravañ,
An hini yaouank a zo koant.
An hini gozh he-deus arc’hant;
Me ne ‘z an morse d’ar marc’had
Piv ‘ro din-me va boutailhad.
An hini gozh am c’hondu mat.
An hini gozh a zo d’am grad.
Ha koulskoude e-barzh e kêr,
An hini yaouank a garer.
An hini yaouank zo ken plom,
An hini gozh un tammig kromm.
An hini yaouank zo lijer,
An hini gozh a zo pounner!
An hini gozh he-deus blev gwenn
An hini yaouank blev melen
An hini gozh liv radenn sec’h,
An hini yaouank liv an erc’h.
Liv an erc’h eo, mez he ken yen:
Ne ra hogozik sell ouzhin!
Ha koulskoude, n’ouzon perak,
Va c’halon ‘ra tik-tak, tik-tak!
Tik-tak a ra va c’halon paour
Pa ‘z an da skeiñ war doull an nor.
Tec’h alese, tec’h kuit, tec’h pell!
An hini gozh a zo kant gwell!
An hini gozh eo kant gwell;
Ne ra ket tailhoù dimezel.
Dianket an dimezelled!
Dianket e teir rann ar bed!
Dimezelled ne reont bepred,
Nemet goap eus ar Vretoned.
Pa daolan dorn war benn he glin,
An hini gozh a c’hoarzh ouzhin.
An hini gozh ‘zo Bretonez.
An hini yaouank ‘zo Gallez.
Fae eo gand ar Gall brein,
Gand kroc’henn an diaoul war e gein!
Fae eo gand ar C’hallez;
Ganti kerniel en he botez!
Goude tri deiz eo skuiz peb den
Gant glav, avel ha merc’h estren.
Mar gomzit a briedelezh,
Komzit din eus ar Vretonez!
Ne lakin van pa vo laret
Eo ar Vretonez gwrac’hellet.
Evitañ da vezañ gwrac’hellet,
An aval blaz fall ne ‘neus ket.
Bezet droug gand neb a garo,
Troc’het an ed, dornet e vo !
Bezet droug gant neb a garo,
Ma dous ha me, ni eureujo;
Ni gousko en ur gwele kloz
War ar pell fresk, bemnoz, bemnoz!
Na pa ve ker koz hag ar bed,
Ganin e vezo gwalennet.
An hini goant, eo va c’hoant
An hini goant, eo sur !











