21 – C’hwi zo em baradoz
Evel bokedoų roz
A zivleun d’ar mare,
Hag a vleun adarre.-
22 – Evit poanioų dister
Evit ankenioų berr,
Ni vezo paet mat
Gant Doue, hor gwir dad.
23 – Kaer a vezo gwelet
Ar Werc’hez benniget
Gant daouzek steredenn
A ra he c’hurunenn
24 – Gwelet a rimp ouzhpenn
Ganto peb a delenn,
Aelez hag arc’haelez
Holl o veuliņ Doue;
25 – Gwelet a raimp-ni c’hoazh
Leun a c’hloar, leun a c’hraz,
Hon tadoų, hor mammoų
Hor breudeur, tud hor bro.
26 – Gwerc’hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gwragez, intaņvezed,
Gant Doue kurunet.
27 – An holl aeledigoų
War ho eskelligoų
Ker mignon, ker rubenn,
A nijo dreist hor penn
28 – A nijo dreist hor penn,
Evel un hed gwenen,
En ur parkad bleunioų,
Son ha c’hwezh vat ganto.
29 – Eürusted heb he far
O soņjal me ho kar;
C’hwi a ro din dizoan
E poanioų ar bed-maņ
11 – Pelloc’h ne soņjin ket
Ardoų an drouk-spered;
Biken me n’em gollo
Goude pred ar marv.
12 – Evel ur vag gollet,
Va c’horf deus va c’haset
Amaņ, dre an avel,
Ar glav har ar riell.
13 – Marv, te an treizher
A zigor din ar gęr,
Pa vruzun gant an her
Va lestr ouzh he rec’hier.
14 – A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray d’am daoulagad,
Ha d’am c’halon mil vad
15 – Perc’her ar baradoz
Digor ouzh va gortoz,
Ar sent, ar sentezed,
Tost d’am degemeret.
16 – Me vo degemeret
E palez an Drinded,
E-kreiz an enorioų
Hag ar meuleudioų
17 – Ha eno, evit mat,
Welin Doue an Tad
Gant e Vab benniget
Hag ar Spered meulet.
18 – Me a welo Jezuz,
En ur c’hiz dudius,
O lakaat war va fenn
Ar gaeraņ kurunenn :
19 – – Ho korfoų evurus,
A lavaro Jezuz,
Oa teņzorioų kuzhet
En douar benniget.
20 – Evel gwrizioų roz-gwenn,
Pe lili, pe spern-gwenn,
E kornig ul liorzh
Em’ oc’h e-kreiz va forzh
1 – Jezuz ! Pegen bras eo
Plijadur an eneoų,
Pa’z int dirak Doue,
Hag en e garantez
2 – Berr gavan an amzer,
Hag ar poanioų dister,
O soņjal deiz ha noz,
E gloar ar baradoz.
3 – Pa sellan en neņvoų,
Hag etrezek va bro,
Nijal di a garfen,
Evel ur goulmig wenn.
4 – Pa vo pred ar marv,
Neu e me gimiado
Ouzh ar c’hig ankenius,
Enebour da Jezuz.
5 – Gant joa e c’horto’an
An tremen diwezhaņ ;
Hast am eus da welet
Jezuz, va gwir bried.
6 – Kerkent ha ma vezo
Torret va chadennoų,
M’en em savo en aer
Evel un alc’houeder.
7 – Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist an heol, ar stered,
Me a vezo douget.
8 – Pa vin pell diouzh an douar,
Traonienn leun a c’hlac’har,
Neuze me ray ur sell
Ouzh va bro Breizh-Izel.
9 – Neuze me lavaro :
– Kenavo dit, va bro,
Kenavo, bed doanius,
Gant da vec’hiou poanius;
10 – Kenavo, paourentez,
Kenavo, gwanerezh,
Kenavo, trubuilhoų,
Kenavo, pec’hejoų !













