1 – Adoromp holl, e Sacramant an Aoter
Gwir Vab Doue, Jezuz hon mestr, hon Salver
Speredoù evurus, priñsed eus e balez
Adorit-eñ ganimp, meulit-eñ da james, meulit-eñ da james
2 – Dre drugarez, evidomp holl inkarnet,
Dre garantez, en Osti santel kuzhet
Deut, ma Salver Jezuz, eus an aoter, ho tron,
Da reiñ dimp holl bremañ ho penediksion, ho penediksion
3 – Enor ha gloar, ha karantez eternel
D’an Tad, d’ar Mab, ivez d’ar Spered Santel
Meulomp hag adoromp tri Ferson en Doue
E-pad an holl amzer, hag en eternite, hag en eternite










