
Paroles de Metig
11 - D'ar gouent e ya ivez, 'vel ma 'c'h an d'ar studi
He c'halon a oa mantret kement ha va hini
12 - "Salud deoc'h, plac'hig yaouank", a lavaris dezhi
"Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti
13 - Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez
Evit ma vimp eürusoc'h o ouelañ asambles"
14 - Ar plac'hig a lavaras : "O kloareg Gwenole
Pedomp Doue alies an eil 'vit egile"
15 - Er joa koulz en anken, dalc'hit soñj a Vetig
Eus a-vremañ da viken ez eo ho mestrezig"
16 - Erru e kêr Landreger, erru e penn hon hent
Me 'voe kaset d'ar skolaj ha Metig d'ar gouent
17 - An disparti 'oa kalet, c'hwerv hag ankenius
An eürusted er bed-mañ n'eo ket un dra badus
18 - Dre ma chomis er skolaj, skeudenn dous Metig kaezh
E-pad an noz dirazon a zeue alies
19 - Neuze e peden Doue ha sent kozh Breizh-Izel
'Vit ma vijemp 'n hor buhez laouen, eürus, santel
1 - Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet (bis)
An istor eus va daeroù (la lo, la la la lo, la la la la la lo) ha ma foanioù kalet (bis)
2 - Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper (bis)
O vont d'ober e studi (la lo...) e skolaj Landreger (bis)
3 - E bord ar mor on ganet, 'barzh bro Sant Gwenole
Ha biskoazh nemet glac'har ne'm eus bet em buhez
4 - Glac'har a wir garantez, setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn
5 - Pa oan em bugaleaj, va mamm baour alies
A lavare din "Va mab, kar ha ped ar Werc'hez"
6 - "Ped anezhi, va mabig, ped Gwerc'hez Remungol
M'he fedez a wir galon, ned i jamez da goll"
7 - He fedet am eus bepred, ha bremañ 'raok mervel
Me 'gano he meuleudioù d'am breudeur Breizh-Izel
8 - Pa gimiadis diouzh va zud 'vit mont pell diouzh ar gêr
Evit mont war ar studi da skolaj Landreger
9 - Ne oan ket 'met pemzek vloaz, me a ouele dourek
Rak evidon ne oa ken, siwazh, a eürusted
10 - O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig
Koant evel un ael Doue, hec'h anv oa Metig
La Newsletter du Terroir
Abonnez-vous pour recevoir chaque semaine :
- Des chants traditionnels et populaires issus de toutes les régions françaises
- Des histoires captivantes sur notre patrimoine musical et culturel
- Des informations exclusives sur les événements locaux ou l’on chante !
- Des playlists thématiques pour animer vos moments de partage et de convivialité
Retrouvez Metig dans les catégories suivantes
A propos du chant "Metig"
Metig est une chanson bretonne créée au milieu du xixe siècle par Jean-Pierre Marie Le Scour sous le titre d'origine « Kloarec Koat ar Rannou ha penn-herez Kersanton » (Le clerc du Bois des Séries et l'héritière de Kersanton).
Jean Pierre Marie Le Scour (né en 1814 à Hanvec et mort en 1870 à Morlaix) est un négociant en vins établi à Morlaix, ancien séminariste, qui compose et publie de nombreux gwerzioù et cantiques. Metig fait partie de ce mouvement de collectage et de créations. En 1869, il tente sans succès de créer avec Luzel, une association de bardes bretons concurrente de celle La Villemarqué.
Entre 1865 et 1906, de nombreuses éditions ont lieu en Pays du Léon et Trégor (sur Lannion, Morlaix, Landerneau). Le nom de « Metik » apparaît déjà dans le titre de l'une des feuilles.