Paroles de Me zo ganet e-kreiz ar mor
1 - Me zo ganet e-kreiz ar mor,
Teir lev er-maez
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar balan (a) gresk e-tal an nor,
Hag al lann a c’hol(o) an avaez
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
E bro Arvor
2 - Ma zad a oa (e)vel e dadou
Ur martolod !
Bevet en (d)eus kuzh ha diglod
Ar paour, ne gan den he glodou !
Bemdez, bebnoz, war ar mor blod
Ma zad a oa (e)vel e dadou
Stlejour rouedoù
3 - Ma mamm ive(z) a labouras,
Ha gwenn he blev
Ganti, ar c’hwez àr hon talou,
Desket am eus bihanik tra
Medi(ñ) ha tenni(ñ) avalou
Ma mamm, ive(z) a labouras
D’hounit bara !
4 - O deizioù mam bugaleerezh
Pand aen, dilu(i)
Gant mamm da redek an irvi
Pe gant ma zad d'ar beskerezh
Men ez oc'h-c'hwi ?
O deizioù mam bugaleerezh
Na dous e oac'h!
5 - C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari,
Ar-dro d'an daol;
Yac'h ha laouen e vevemp holl.
Da Zoue ha deoc'h e tougemp bri.
Bremah ema kemmet an taol.
C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari :
N'omp mui 'met tri...
6 - Ar Maro àr an nor 'n deus stoket,
Deuet eo a-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit 'n un arc'h
Er vered parrez da gousket...
Hag ennon e c'hanas ur barzh.
Maro àr an nor 'n deus stoket...
Ne ouelin ket!
7 - Ne ouelin ket! Re 'm eus gouelet
Neuze, siwazh!
Ha c'hoant em behe d'ober c'hoazh,
D'ar glac'har zo tro da'm oaled!
Met ret eo bout kreñv e'it arc'hoazh.
Ne ouelin ket! Re 'm eus gouelet :
Eurioù kollet.
8 - Daroù a zic'hoanag divent
Em eus taolet
En devezhioù-hont ken kalet;
Ra viot benniget 'elkent,
Rak roet ho peus din ar Gweled!
Daeroù a zic'hoanag divent
Ma amzer gent!...
9 - Ha bremañ petra 'lârin-me,
Pa oarit holl?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet on er c'hloerdi, en arme,
Baleet 'm eus e-dan Ho Heol.
Ha bremañ petra 'lârin-me
Dirak man Doue ?
10 - Petra 'lârin Deoc'h, o Doue strizh,
Mor madelezh?
Ar baourentez zo c'hwerv he laezh;
Ar bleuñv disec'het 'c'houlenn gwlizh;
An douar-mañ zo lous he follezh.
Petra 'lârin Deoc'h, o Doue strizh,
'Met ez on skuizh!
11 - Deuet on davedoc'h arselin;
Doc'h Hoc'h aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklaerderait-me hag e welin,
Komzit, ma tañvain Ho touster.
Deuet on davedoc'h arselin
Ar man daoulin...
La Newsletter du Terroir
Abonnez-vous pour recevoir chaque semaine :
- Des chants traditionnels et populaires issus de toutes les régions françaises
- Des histoires captivantes sur notre patrimoine musical et culturel
- Des informations exclusives sur les événements locaux ou l’on chante !
- Des playlists thématiques pour animer vos moments de partage et de convivialité
Retrouvez Me zo ganet e-kreiz ar mor dans les catégories suivantes
A propos du chant "Me zo ganet e-kreiz ar mor"
Me zo ganet e kreiz ar mor signifie "Je suis né au milieu de la mer" et est à l'origine un poème de Jean-Pierre Calloc'h.
Le narrateur décrit l’île de Groix où il est né. Il explique que son père est marin comme ses pères et que lui travaille avec sa mère dans les champs pour se nourrir. Puis il déclare à Sainte Marie que leur bonheur est parti dans un cercueil dormir au champ du deuil. Mais il considère que ces pleurs sont vains, qu'il faut être fort pour demain. Son bonheur terrestre effacé, le séminaire, puis l'armée, il a marché vers Dieu en réfléchissant à ce qu'il peut lui dire en attendant son jugement.