Paroles de

Pe trouz war an douar

Paroles de

Pe trouz war an douar

Écouter sur :

1. Pe trouz war an douar, pe kan a glevan-me ?
Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv !
Aeled lavarit deomp : « Perak ho kanaouenn ?
Er bed petra nevez ‘zo erru a laouen ? »

2. Kanit ivez ganeomp, kanit pobl an douar.
Ni zeu da lâret deoc’h un neventi hep par:
Ur mabig benniget, Roue Jeruzalem
A zo ganet ‘vidoc’h e kêr a Vetleem.

3. En un taol ‘kreiz an noz eo ganet war ar maez,
En eur c’hozh kraou disto’, ‘kreiz an dristidigezh.
« C’hwi er c’havo eno, dister etre daou loan;
‘Vid tommañ e vemproù ne ‘n eus ‘met o alan.

4. Eno e vo gwelet Mestr bras an holl er bed.
War un dornadig plouz en un nev astennet.
Eñ ‘zeu da vezañ paour ‘vid hor pinvidikaat.
‘Vit distag or c’halon diouzh ar bed evit mad.

5. Erru eo an termen eus ar profesioù;
O noz mil gwech eürus a dorr on liammoù !
Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari.
Deut eo Doue da zen, erru eo ar Mesi.

À propos

Il s’agit d’un célèbre cantique breton, fait d’un dialogue entre la terre et les cieux sur le miracle de la Nativité. Il a été écrit par le Père Pierre Noury, recteur de Bignan, né à Lauzach/Lozag, en pays de Questembert-Muzillac, en 1743 et est sur le même air que le chant "Le Christ est né ce soir de la Vierge Marie".

Boutique en ligne

Affichez votre histoire, vos terroirs ! T-shirts marins, sweats scouts, mugs bretons et tote-bags aux refrains mythiques : emportez l’esprit des chants français partout avec vous.

Nos derniers articles