1. Ul labousig er c’hoad melen e zivaskell (bis)
A ziskenn bep mintin war gornig ma mantell (bis)
2. Hag a lavar kalz traoù din ma karfen e grediñ (bis)
Ma zimezez er bloaz-mañ ’gemer ket un intañv (bis)
3. Kar kalon un intañv a zo chagrin noz ha deiz (bis)
Kalon un den yaouank a zo joaius ha gae (bis)
4. Deuit ganin ’ta plac’h yaouank war vourzh ma batimant (bis)
Ha ni ’vo pinvidik en aour hag en argant (bis)
5. Ma zad neuze ma mamm ne vefent ket kontant (bis)
ma ’yafen-me ganeoc’h war bourzh ho patimant (bis)
6. Ho tad neuze ho mamm a chomo ’barzh ar gêr (bis)
Ha ni a yelo hon-daou da vro an Añgleter (bis)
7. Gwelloc’h din den yaouank ’n em daoler ’barzh ar mor (bis)
kentoc’h ‘vit mont ganeoc’h da gollet ma enor (bis)














