Paroles de Diougan Gwenc'hlan
He deus droukc'hoantaet da lazhań,
He deus da lazhet a bell 'zo
- Na te, lavar din-me, touseg!
Petra 'rez aze 'korn e veg?
- Me a zo amań 'n em lakaet
'C'hortoz e ene da zonet;
Ennon-me 'vo, tra 'vin er bed,
E kastiz reizh eus e dorfed
E-keńver ar Barzh na chom ken
Etre Roc'h-Allaz ha Porz-gwenn
Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvac'h!
Darc'h war e benn, darc'h mat 'ta, darc'h!
Pa oan em bez yen hunet dous
'Klevis an er 'gervel en noz,
Eń a c'halve a eredigoů
Ha 'n holl evned eus an neńvoů;
Hag e lare dre o gervel
- Savit prim war ho tiwaskell!
N'eo ket kig brein chas pe zeńved,
Kig kresten 'rankomp da gavet!
- Morvran gozh, klev! lavar din-me :
Petra 'choari ganit aze?
- Penn ar Penn-lu 'choari ganin,
E zaoulagad ruz a fell din,
E zaoulagad a grapan naet
'N abeg d'az re en deus tennet.
- Na te, louarn, lavar din-me
Petra c'hoari ganit aze?
- E galon a c'hoari ganin
Oa ken diwir ha ma hini,
E veg digor ha leun a wad
Hag e reun louedet gant an oad
Hag o soroc'hal war e dro
Gant an naon e voc'higoů
Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont
Ken e kren an aod gant ar spont;
Hag eń ken gwenn hag an erc'h kann
'Zo en e benn kerniel arc'hant
An dour dindanań o virviń
Gant an tan-taran eus e fri
Morgezeg en-dro dezhań ken stank
Hag ar geot war lez ar stank
- Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvarc'h!
Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h!
Ken e riskl er gwad an treid nozh !
Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh!
Me 'wel ar gwad betek e c'hlin,
Me 'wel ar gwad evel ullenn!
Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! gwazh ouzh gwazh!
Arsaviń a ri 'benn arc'hoazh
Pa guzh an heol, pa goeńv ar mor
Me 'oar kanań war dreuz ma dor
Pa oan yaouank me a gane
Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez.
Me 'gan en noz, me 'gan en deiz
Ha me keuziet bras koulskoude.
Mard eo ganin stouet ma beg,
Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg
Evit aon me n'em eus ket,
'M eus ket aon da vout lazhet;
Evit aon me n'em eus ket,
Amzer a-walc'h ez on-me bet
Pan n' vin ket klasket 'vin kavet;
Met pa'z on klasket ned on ket
Ne vern petra a c'hoarvezo
Pezh a zo dleet a vezo
Ret eo d'an holl mervel teir gwezh
Kent evit arsav en diwezh
Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad,
Hag eń gwall-gamm, gwallet e droad,
La Newsletter du Terroir
Abonnez-vous pour recevoir chaque semaine :
- Des chants traditionnels et populaires issus de toutes les régions françaises
- Des histoires captivantes sur notre patrimoine musical et culturel
- Des informations exclusives sur les événements locaux ou l’on chante !
- Des playlists thématiques pour animer vos moments de partage et de convivialité
Retrouvez Diougan Gwenc'hlan dans les catégories suivantes
A propos du chant "Diougan Gwenc'hlan"
La prophétie de Gwenc'hlan, le vieux barde aveugle
Il voit le porc sortant du bois, vieux et usé, et le "cheval de mer" qui arrive sur le rivage, d'un blanc étincelant
L'aigle appelle ses petits pour le festin ; le cormoran dévore les yeux rouges, le renard, un cœur aussi fourbe que le sien ; quant au crapaud, il attend près de la bouche le moment où l'âme sortira.