(Refrain) Toutouig la la, va mabig Toutouig la la
1 – Da vamm a zo amañ, koantig
Ouzh da luskellat, mignonig
2 – Da vamm a zo amañ, oanig
Dit-te o kanañ he sonig
3 – En deiz all e ouele kalzik
Hag hiziv e c’hoarzh da vammig
4 – Toutouig la la, ‘ta paourig
Poent eo serrañ da lagadig
5 – Toutouig la la, bihanig
Ret eo diskuizhañ da bennig
6 – Toutouig la la, rozennig
Da zivjod war va c’halonig
7 – Da nijal d’an neñv, va aelig
Na zispleg ket da askellig











