1 – Kenavo ma zad, ma mamm
Kenavo mignoned
Kenavo deoc’h tud yaouank
Eus parrez Langonned
2 – Ne oa ket roet din ar choaz
Dav oa din partiel
Kaset oan war ar mor bras
Kuitaet ma Breizh-Izel
3 – Me oa-me gwall glac’haret
‘Vont d’ober ma servij
Lesket ‘moa e Langonned
Fleurenn ma yaouankiz
4 – Lesket ‘moa e ti he mamm
Ma mestrezig karet
Kaset oan d’an Oriant
Ha du-se oan gwisket
5 – Berv e oa ma daoulagad
An avel oa uhel
Barzh an neñv e oa stered
Daole din sklerijenn
6 – Ma vijen bet e skolioù
‘M bije skrivet ul lizher
‘Vit kontañ ma holl boanioù
Ha ma brasañ mizer
7 – Fin oa bet ar beajoù
Erru oan me amzer
Digoue’et oan en-dro er vro
Echu oa ma c’hoñje
8 – An eostig save d’al lein
Ha gane melodi
Kavet din ma Breizh-Izel
Erru oan ‘barzh ma zi
9 – Kentañ hin’ am boa kavet
Oa ‘vatezhig vihan
Ha ganti ‘m boa goulennet
E-menn ‘mañ ‘r plac’h yaouank
10 – ‘Mañ-hi du-se ‘barzh ar sal vras
E-touez ar yaouankiz
Sonerien ouzh he gortoz
‘Vit monet d’an iliz
11 – En ur glevet kement-all
Me oa chomet souezhet
‘C’haloupat da benn kêr all
Du-se em boa gwelet
12 – Klevet ‘peus, kamaraded
Setu aze ‘n avis
Ma fell deoc’h bezañ touellet
Kit d’ober ho servij
13 – Ha bezet gourc’hemennet
C’hwi holl merc’hed yaouank
‘Mañ doganet ar baotred
‘Vont da servij Bro-Frañs










