Paroles de Pe trouz war an douar
1. Pe trouz war an douar, pe kan a glevan-me ?
Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv !
Aeled lavarit deomp : « Perak ho kanaouenn ?
Er bed petra nevez ‘zo erru a laouen ? »
2. Kanit ivez ganeomp, kanit pobl an douar.
Ni zeu da lâret deoc’h un neventi hep par:
Ur mabig benniget, Roue Jeruzalem
A zo ganet ‘vidoc’h e kêr a Vetleem.
3. En un taol ‘kreiz an noz eo ganet war ar maez,
En eur c’hozh kraou disto’, ‘kreiz an dristidigezh.
« C’hwi er c’havo eno, dister etre daou loan;
‘Vid tommañ e vemproù ne 'n eus ‘met o alan.
4. Eno e vo gwelet Mestr bras an holl er bed.
War un dornadig plouz en un nev astennet.
Eñ ‘zeu da vezañ paour ‘vid hor pinvidikaat.
‘Vit distag or c’halon diouzh ar bed evit mad.
5. Erru eo an termen eus ar profesioù;
O noz mil gwech eürus a dorr on liammoù !
Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari.
Deut eo Doue da zen, erru eo ar Mesi.
La Newsletter du Terroir
Abonnez-vous pour recevoir chaque semaine :
- Des chants traditionnels et populaires issus de toutes les régions françaises
- Des histoires captivantes sur notre patrimoine musical et culturel
- Des informations exclusives sur les événements locaux ou l’on chante !
- Des playlists thématiques pour animer vos moments de partage et de convivialité
Retrouvez Pe trouz war an douar dans les catégories suivantes
A propos du chant "Pe trouz war an douar"
Il s'agit d'un célèbre cantique breton, fait d'un dialogue entre la terre et les cieux sur le miracle de la Nativité. Il a été écrit par le Père Pierre Noury, recteur de Bignan, né à Lauzach/Lozag, en pays de Questembert-Muzillac, en 1743 et est sur le même air que le chant "Le Christ est né ce soir de la Vierge Marie".